Ni, Breizhiz a galon karomp hor gwir vro !
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro,
Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat
A skuilhas eviti o gwad
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro,
Tra ma vo 'r mor 'vel mur 'n he zro,
Ra vezo digabestr ma Bro !
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar varzhed,
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed,
Pep menez, pep traonienn, d'am c'halon zo kaer,
Enno 'kousk meur a Vreizhad taer !
Ar Vretoned a zo tud kalet ha kreñv,
N'eus pobl ken kalonek a zindan an Neñv,
Gwerz trist, son dudius a ziwan enno,
O ! Pegen kaer ec'h out, ma Bro !