Affichage des articles dont le libellé est Kantikoù. Afficher tous les articles
Affichage des articles dont le libellé est Kantikoù. Afficher tous les articles

mercredi 20 mars 2013

Da feiz hon tadoù kozh


Da feiz hon tadoù kozh, 
Ni paotred Breizh-izel,

Ni ‘zalc’ho mat atav,
‘Vit feiz hon tadoù kozh, 
Hag en dro d’he banniel,
Ni holl en em stardo.
Feiz karet hon tadoù, morse ni ho nac’ho,
Kentoc’h ni a varvo ! (ter)

Keit ha ma lugerno e bolz uhel an Neñvoù,
Ar stered hag al loar, gant an heol benniget,
Ni a gerzho divrall, gant hent ar gourc’hemennoù
Hag a vevo dalc’hmat, 'vel gwir gatoliked.

Kentoc’h eget plegañ d’an avel foll kounnaret,
An derv bras a dorr, hep chall gant ar maro ;
‘Vel-se ni ‘zalc’ho penn d’ar bed ha d’an droukspered ;
Plegañ ne raimp biken ! Kentoc’h ni a dorro !

Ni zo bretoned yac’h, dispont e-gizh an tadoù,
Birviñ a ra ennomp kalon ar gwir soudard.
Ur Breizhad hag a dro da heul ar falskredennoù,
N’eo ket ur gwir Breizhad, n’eo nemet un trubard.

mercredi 23 février 2011

Kantik ar Seizh Sent


Breizhiz, rentomp enor
D’ar seizh eskob santel
A hadas en hor bro
Greun mat an Aviel.

Patroned Breizh-Izel,
Klevit hirio ma fedenn,
Dalc’hit da Zoue fidel
Ar vro hoc’h eus graet kristen.

Pep hini anezho
A resevas gant Doue
Ur sant ‘vit e lakaat
War hent ar wirionez.

Sant patern, ar c’hentañ,
A oa eskob a Wened,
Tudual e Landreger,
Sant Malo e Aleth.

E Kerne, Kaourintin,
Sant Pol e Bro-Leon,
En hanternoz, Brieg,
Hag e Dol, Sant Samson.

Hag en hor c’halonoù
E kaver war un dro
Karantez Doue
Staget gant karantez ar vro.